Dibabit ho yezh

Luc'hskeudenn, video, dron ha son

Luc'hskeudenn, video, dron ha son e Pondi

Evit kaeraat ho kehentiñ, magiñ ho lec'hienn internet, pe evit mirout ur roud eus hoc'h abadennoù micherel, kevredigezhel pe familh.

arz-illus-photo.svg

Hor servijoù

Eus an tennañ skeudennoù d'ar c'has

Luc'hskeudennoù, videoioù, dron

Evit kaeraat ho kehentiñ, magiñ ho lec'hienn internet, pe evit mirout ur roud eus hoc'h abadennoù micherel, kevredigezhel pe familh, e sevenomp disoc'hadennoù luc'hskeudenn ha video, hag ivez enrolladennoù son er studio pe war al leurenn. Gallout a reomp diblasañ evit tennañ skeudennoù eus ho produioù, ho lec'hioù, pe eus hoc'h obererezh en he fezh.

Adlakaat ha frammañ

Sevel a reomp adlakaadurioù luc'hskeudennoù, frammadurioù son ha video.

Evit se hon eus an holl aveadurioù ret hag an teknologiezhioù diwezhañ en domani-se, hag ivez an aotreoù ha stummadurioù ret.

Sichennoù ha furmadoù

Pourchas a reomp deoc'h goude-se, er furmadoù hag er sichennoù a zibabot, frouezh hol labourioù.

Posupl eo an holl furmadoù restroù son ha video, get authoring war USB, DVD, HD-DVD ha Blu-Ray.

Niverelaat

Ouzhpenn-se, e niverelaomp ho mediaoù war sichennoù kozh evit o mirout. Kemer a reomp e karg ar negativennoù, an diapozitivennoù hag ar filmoù VHS, HI8...h.a. Adtapout a reomp ivez ho mediaoù, en o fezh pe en o darn, war sichennoù gwastet, CDoù pe DVDoù kriet, kartennoù-memor dilenn, pladennoù kalet....

Disoc'hadennoù

Hon disoc'hadennoù luc'hskeudenn ha dron

Dibabit un disoc'hadenn evit lakaat he luc'hskeudennoù da dremen. Klikit war ul luc'hskeudenn evit digeriñ an disoc'hadenn a-bezh.

Skeudennaoueg

Skeudennoù all

Klikit war ul luc'hskeudenn evit he brasaat.

Videoioù

Hor videoioù

Ur raktres lec'hienn, skeudenn pe disoc'hadenn ?

Kaozeomp diwar-benn se : studiañ a reomp ho c'houlenn hag e kinnigomp deoc'h un diskoulm a zo ho skeudenn, eus Pondi.

Dibabit ho yezh

Ur raktres ?

Lec'hienn internet, infografiezh, luc'hskeudenn, video pe dron : kaozeomp diwar-benn se.