Pondi, Mor-Bihan06 84 49 93 00contact@arz-grafik.fr
Dibabit ho yezh
Pondi, Mor-Bihan06 84 49 93 00contact@arz-grafik.fr
Dibabit ho yezh
Krouiñ lec'hiennoù internet
Bezañ kavet e nebeut a glikoù war internet evit kehentiñ aesoc'h, en ur ziskouez ho ouiziegezh hag ho servijoù, a zo deuet da vezañ un doare ret evit lakaat hoc'h obererezh da ledanaat.
Hon doare d'ober
Lakaat a reomp hor skiant-prenet hag hor selaou en ho servij evit sevel ul lec'hienn web a zo ho skeudenn. Kemer a reomp e karg he c'hrouiñ penn-da-benn, en ur genlabourat da vat genoc'h : eus ar garta grafek d'an daveerezh, en ur dremen dre an diorren hag al lakaat enlinenn (frammoù ha meradurioù, yezhoù arbennik, design, ergonomiezh ar merdeiñ, azasaat ouzh an ardivinkoù hezoug...).
Hor c'hinnigoù
Lec'hienn eeun, a-seurt diskouez, darempred, evit bezañ gwelet ar gwellañ war internet :
Lec'hienn emdroet, a-seurt CMS, azasaus get arc'hwelioù liesseurt
Hon engouestloù
Pe e vefe evit ur c'hrouidigezh, pe evit ul lec'hienn a zo anezhi dija, e c'hallit ivez fiziout ennomp he hizivadurioù hag he zrezalc'h get ur gevrat bloaziek. Kemer a reomp e karg kement enframmañ hoc'h endalc'hadoù nevez, hag an hizivadurioù surentez, an emdroadur ar yezhoù programmiñ...Pourchas a rit ho testennoù hag ho mediaoù, ni a gemer pep tra e karg !
Evit talvoudekaat hoc'h obererezh ha kaeraat ar skeudennoù war ho lec'hienn, e c'hallomp merañ krouidigezh hag adlakaat ho mediaoù (logoioù, luc'hskeudennoù, skeudennoù tennet get un dron, videoioù, pdfoù, kinnigadennoù...).
Roit d'hoc'h obererezh ur prenestr micherel a vod arnevezted hag efedusted.
Krouiñ a reomp ul lec'hienn a zo ho skeudenn, hervez hoc'h ezhommoù hag ho ped. A-drugarez d'ur merdeiñ aes ha d'un daveerezh gwellaet, e roit d'ho kweladennerien un arnod plijus ha d'ho merk ur welusted padus.
Hol labourioù
Klikit war ul labour evit gweladenniñ al lec'hienn.
Kaozeomp diwar-benn se : studiañ a reomp ho c'houlenn hag e kinnigomp deoc'h un diskoulm a zo ho skeudenn, eus Pondi.