Dibabit ho yezh

Krouiñ lec'hiennoù internet, infografiezh ha luc'hskeudennoù-videoioù e Pondi (Mor-Bihan)

E Pondi, krouiñ lec'hiennoù internetlogoioù ha skritelloùluc'hskeudennoù ha videoioù

Sevel a reomp ho lec'hienn internet, ho sichennoù kehentiñ gwelet hag ho tisoc'hadennoù luc'hskeudenn, video ha dron. Eus ar garta grafek d'an daveerezh, ez ambrougomp ac'hanoc'h eus A da Z.

Skeudennaoueg : lec'hienn internet, skritell, dron ha benveg luc'hskeudenniñ

Hor servijoù

Tri ouiziegezh evit ho kehentiñ

Micherourien, kevredigezhioù pe tud prevez : bezañ kavet e nebeut a glikoù ha diskouez ho ouiziegezh a zo deuet da vezañ ret. Lakaat a reomp hor skiant-prenet hag hor selaou en ho servij, en ur genlabourat da vat genoc'h.

Skeudennaoueg : lec'hienn internet azasaet ouzh an holl skrammoù

Krouiñ ul lec'hienn internet

Lec'hiennoù diskouez pe emdroadus, azasaet ouzh an holl skrammoù ha gwellaet evit an implijerien : lec'hienn vicherel, portfolio, blog pe stal enlinenn.

Gouzout hiroc'h
Skeudennaoueg : skritell ha livaoueg

Infografiezh hag identelezh gwelet

Logo, karta grafek, kartennoù-gweladenn, follennoù, skritelloù, levrigoù ha kinnigadennoù : skeudennoù diouzh ho tezioù, sklaer ha skeiñ.

Gouzout hiroc'h
Skeudennaoueg : luc'hskeudenn, dron ha son

Luc'hskeudenn, video, dron ha son

Disoc'hadennoù luc'hskeudenn ha video, skeudennoù tennet get un dron, enrolladennoù son, adlakaat, frammañ ha niverelaat ho sichennoù kozh.

Gouzout hiroc'h
Logo Arz-Grafik, gwiñver liesliv

En em eztaoliñ evit mont war-raok.

Ul lec'hienn ha skeudennoù a zo ho skeudenn, ur c'hehentiñ gwelet unvan war ho holl sichennoù, hag un ambrougadur eus A da Z, eus ar c'hrouiñ d'an trezalc'h.

Diouzh ar goulenn

Ul lec'hienn ha skeudennoù a ya a-du get hoc'h identelezh hag ho ped.

Eus A da Z

Eus ar garta grafek d'an daveerezh, an diorren hag al lakaat enlinenn ouzhpenn.

Hezoug ha buan

Merdeiñ aes war an holl ardivinkoù, tizh ha surentez gwellaet.

Heul

Trezalc'h ha hizivadurioù get ur gevrat bloaziek.

Krouiñ ul lec'hienn internet

Ul lec'hienn azasaet ouzh hoc'h obererezh

Pe e kregfec'h diwar netra pe e fellhe deoc'h nevesaat ul lec'hienn a zo anezhi dija, e kemeromp e karg he c'hrouiñ penn-da-benn : framm, design, ergonomiezh ar merdeiñ, azasaat ouzh ar pellgomzerioù hezoug, lakaat enlinenn ha daveerezh.

  • Un nebeut pajennoù evit kinnig hoc'h obererezh
  • Luc'hskeudennoù, videoioù ha bevaatoù
  • Pellgargañ PDFoù, katalogoù, teulioù
  • Darempred dre bostel pe dre furmskrid
  • Daveerezh, anv domani hag herberc'hiañ a-vicher
  • Holl arc'hwelioù ul lec'hienn diskouez
  • Back-office evit aozañ ho pajennoù
  • Stal enlinenn : urzhiañ, paeañ, kas, fakturenniñ
  • Arloadoù micher : miret plasoù, tiez, kenwerzh…
  • Implijerien liesseurt, mediaouegoù, lec'hiennoù liesyezhek

Evit ul lec'hienn nevez evel evit ul lec'hienn a zo anezhi dija, get ur gevrat bloaziek :

  • Enframmañ hoc'h endalc'hadoù nevez
  • Hizivadurioù surentez
  • Emdroadur ar yezhoù programmiñ

Pourchas a rit ho testennoù hag ho mediaoù, ni a gemer pep tra e karg.

Hol labourioù

Fiziet o deus o lec'hienn internet ennomp

Klikit war ul labour evit gweladenniñ al lec'hienn.

Infografiezh hag identelezh gwelet

Ur c'hehentiñ gwelet unvan

Sevel a reomp ho karta grafek hag an holl sichennoù a zo ezhomm evit hoc'h obererezh. Gallout a reomp ivez merañ an darempredoù get ar voullerien ha kas dezho ar BAToù a-zere.

  • Krouiñ, adober pe adlakaat ul logo
  • Kartennoù-gweladenn, follennoù, skritelloù, levrigoù, paper-lizher
  • Karta grafek ha karta stlenneg
  • Sinadurioù postel personelaet
  • Kinnigadennoù, diaporamaoù, skeudennaouiñ ho tisoc'hoù

Luc'hskeudenn, video, dron ha son

Kontit ho istor get skeudennoù

Evit magiñ ho lec'hienn, ho rouedadoù pe evit mirout un roud eus hoc'h abadennoù micherel, kevredigezhel pe familh, e sevenomp ho tisoc'hadennoù luc'hskeudenn ha video hag e tiblasomp evit tennañ skeudennoù eus ho produioù, ho lec'hioù pe hoc'h obererezh.

  • Luc'hskeudennoù, videoioù ha skeudennoù tennet get un dron
  • Enrolladennoù son er studio pe war al leurenn
  • Adlakaat luc'hskeudennoù, frammañ son ha video
  • Niverelaat negativennoù, diapozitivennoù, VHS, Hi8…
  • Adtapout mediaoù war sichennoù gwastet

Hon doare-labourat

Penaos e labouromp asambles

1

Selaou

Kaozeal a reomp diwar-benn hoc'h ezhommoù, hoc'h obererezh hag ho ped.

2

Sevel

Karta grafek, design, diorren : ho raktres a gemer stumm genoc'h.

3

Lakaat enlinenn

Embann, daveerezh, anv domani hag herberc'hiañ a-vicher.

4

Heul

Endalc'hadoù nevez, hizivadurioù surentez hag emdroadurioù a-hed an amzer.

Goulennoù alies

Ho c'houlennoù, hor respontoù

Ur goulenn all ? Skrivit deomp pe pellgomzit deomp.

Pondi, Mor-Bihan

Emañ Arz-Grafik e Pondi, er Mor-Bihan. Evit an disoc'hadennoù luc'hskeudenn ha video, e tiblasomp evit tennañ skeudennoù eus ho produioù, ho lec'hioù pe hoc'h obererezh.

Ur raktres lec'hienn, skeudenn pe disoc'hadenn ?

Kaozeomp diwar-benn se : studiañ a reomp ho c'houlenn hag e kinnigomp deoc'h un diskoulm a zo ho skeudenn, eus Pondi.

Dibabit ho yezh

Ur raktres ?

Lec'hienn internet, infografiezh, luc'hskeudenn, video pe dron : kaozeomp diwar-benn se.